Goulven PENNAOD: A-zivout HYZH 215
Pajenn 1 war 1 • Partager •
Goulven PENNAOD: A-zivout HYZH 215
A-zivout HYZH 215.
Liesseurt eo an danvez kinniget gant HYZH 215, dedennus ha talvoudek peurliesań. Spi 'm eus, da skouer, e vo kendalc'het gant Geriaoueg yezh ar vugale. Un evezhiadennoł a fellfe din ober avat.
Mat eo sońj Fulup Lannuzel sevel ur studi war an adeiladurezh ha ned eo ket bet renet fall e labour, dre vras.
Kemer a ra da yezh-kein ar galleg. A-dra sur e chomo dipitus atav un hevelep diuz evit ar re a fell dezhe heuliań reolenn gozh Hemon : distrujomp ar galleg pe ar galleg hon distrujo (ned eo ket e c'herioł rik, mes un dra bennak evel-se a gaver en UBZH). Hogen Hemon e-unan a rankas kilań pa savas Gerioł etrevroadel hag an holl ac'hanomp, pe-dost, zo rediet da ober kemend-all dre ma'z eo ar galleg hon yezh stuzegel kentań ha nemeti, peurliesań. Kavout a ra din avat ned eo ket fall kempouezań un hevelep skoilh gant menegiń an disoc'hoł bet kavet gant yezhoł all evel ar saozneg, an alamaneg pe ar c'hastilhaneg pa c'haller. P'emeur oc'h em ziazezań war ar galleg avat e ranker dibab ar pep gwellań. Evidon-me, ne anavan tra en adeiladiń ha darev on da zegemer an Dicobat pa hańval reizh d'ur paotr eus ar chem. A-du on ivez gant Robert, brudet evit bezań ur geriadur mat eus ar yezh. Trésor de la langue franēaise a vije bet gwell c'hoazh, war a leverer. Hogen, diaes din kompren perak ez eus kement a dud o klask un diskleriadur bennak digant Larousse, anezhe levroł mistr ha skeudennet mat, hogen disur kenan evit a sell ouzh ar yezh.
Fentus eo gwelet F. L. oc'h ober anv a c'herioł gresianek; marteze a-walc'h en deus desket ar yezh-mań a-hed miziad Mae 1968... Menegiń a ra (p. 42), gant lizherenneg dibar ar yezh, mar plij, tegos toenn [gant <-s>, sic !], tego goleiń. Marteze a-walc'h en deus lennet en ul Larousse bennak tegos ha tego ! Rak ar gerioł-mań zo o furmoł en henc'hresianeg, a-getep, (s)tevgo" ha stevgw (rak evit *tevgw n'eus ket anezhań, hervez Liddell-Scott-Jones, GEL 1765; marteze ez oa graet anv eus La. tego# ?). Ha menegiń a rin e teuas tevgo" da dalvout kement ha fouzhlec'h e gresianeg hellenadek, ken ma reer hiziv gant ur ger kar, stevgh [»stEji] (anavezet a-gozh) evit toenn ha gant stegavzw [stE»azē] evit goleiń ? Mes un afer all eo.
Belbiach ned eo ken avat. Sevel a ran avat ouzh an arver a ra, e brezhoneg hon mare, gant ar stumm henvrezhonek *teg a skrivan gant un ussterenn avat, rak un hevelep ger ne revez ket en henvrezhoneg ! Anaout a reer tegran, a skriver tigran ivez e CR~, ar pezh a ra dave d'un distilhadur /tIra≤/, disheńvel diouzh tig ti, daoust da'r pezh a sońje da Fleuriot (DOBR 560), o taveiń reol da /ti(:/. Da vare an henvrezhoneg e kroge //, o tont eus *g etresonennel, da vont da get, evel m'en diskouez ar stumm ti, testeniekaet mat ivez en henyezh.
P.L. a adsav anBr. **teg-, oc'h embann e heuilh hentenn an dezneuziań elfennel soniadel (isl. ganin) evel pa vije homań erbedet gant La-09 265. Sellomp a-dostoc'h ouzh an arroud-mań enta m'emań G. Étienne (da'n 18/06/90) o studial kudennoł an treuzskrivań hag an dezneuziań:
E berr, ez eus tri derez d'an treuzskrivań : an derez mann, treuz-lizherennań, o klask diazez ar reizhiadoł skrivań gouezoniel, digas ouzh skrivadur ha, seul gent a se, emdroadur ar Br.; an derez kentań, dezneuziań elfennel, o kemer diazez war reizhskrivadur ar Br., digas ouzh emdroadur ar yezh; an eil derez, dezneuziań emdroadel, o kemer diazez en ur ser war emdroadur ha war reizhskrivadur ar Br. Da skouer, e chome Léon FLEURIOT digas ouzh emdroadur ar yezh pa venne degemer digemm e Br. ar stumm hBr. odl. Ha Roparz HEMON, evitań da ziazezań peurvuiań war bennaenn an dezneuziań emdroadel, a gave gwell, dre arvar war o gerdarzh pe dre lentegezh, degemer digemm stummoł krBr. evel esgoar ha chom dre se e par an dezneuziań elfennel.
Betek bremań e c'haller lavaret ez eus bet, abaoe prantad Ernault ha Vallée, un henvoaz a zezneuziań emdroadel e brezhoneg. Un degouezh evel esgoar, da skouer, ne vez kavet nemet dibaot kenan. Fleuriot n'en doa eń ket komprenet (diwar ali O. Mordrel, marteze); ral a wezh, evit gwir, e skrive e brezhoneg betek bloavezh diwezhań holl e re verr a vuhez, ha fentus eo adlenn e lizhiri o veskań holl reizhiadoł skritur hag o terc'hel ar stummoł hBr. Ned oa ket dedennet, gwir eo, gant an drevouezhiadoniezh ha gwashań lodenn e GRVB zo, a dra sur, hini ar vouezhiadoniezh, evel ma'z eo truezus, disfizius ha fazius an distagadur a ro en eil lodenn e DOBR. Kemeromp hBr. odl ¢significationem, da skouer; hervezań e vije da zistagań /Ųdl/, sańset, ar pezh zo diwir rak ne c'halle bezań met /ωδl/, hag adsevel un arnevezvrezhoneg **odl (da zistagań [ēd8l8] moarvat !) ne vije bet nemet un touellerezh. En enep, oc'h ober evel pa vije treuzvevet ar ger, e vije aet da krBr. *euzl /ųζl/ hag ac'hann da nBr. *eul /ųl/, ar pezh voe graet ha degemeret da vat anBr. eul. An hevelep kudenn a sav gant hBr. teg- / tig- /tI-/ > krBr. *te-> nBr. *te-. Faltazius ha lu eo adsevel un **teg- bennak zo un dezneuziań elfennel skrivadel. Ha diezhomm ouzhpenn peogwir n'hon eus tra ebet da ober gant liveoł yezh ar galleg.
G.P.

Yann-Ber TILLENON- Ezel oberiant
-
Niver a gemennadennoł: 108
Age: 62
Registration date: 07/03/2008
Permission de ce forum:
Ne c'hallit ket respont d'ar sujedoł er forum-mań