pezh zo mad, pezh zo fall

Kas ur sujed nevez   Respont d’ar sujed

Gwelet ar sujed kent Gwelet ar sujed da-heul Aller en bas

pezh zo mad, pezh zo fall

Kemennadenn par Maloł le Ven 23 Fév 2007, 12:39

Salud deoc'h

A-raog kennig ur skritur newez ewid hor yezh, e vehe dedennus sur a-walch eskemm ha komz a-zivoud pezh zo mad ha pezh zo fall er reizhskrivadurioł a zo dija hiziw-an-dez.

Dija, e c'hellan lared ema aessoc'h, d'am sońj, implij ar c'hensonennoł douss e penn diwezhań ur ger. Ar poent-se a oe e-mesk ar gentań assanted ged an dud o doe kemered perzh en emvodoł a zo bed er blezadoł 70 ewid unvaniń ar peurunvan hag ar skolveurieg.

Un dra zo a vank, a dra sur, e peb skritur ar brezhoneg, zo gober an diforc'h etre ar "c'h" a ya da "k" hag an heni a ya da "g".

Setu davnez ewid deroł ur gomzadenn.

Bet ur wezh arall.
Maloł

Maloł
Ezel

Kemennadennoł : 4
Enrollet d’an : 30 Jan 2007

Distreiń e-krec’h Aller en bas

Re: pezh zo mad, pezh zo fall

Kemennadenn par Ronan le Mar 27 Fév 2007, 14:29

Diwar-benn "ar c'hensonennoł douss e penn diwezhań ur ger" :
http://perso.orange.fr/gwened.tremenvoe/4RGENV2006.doc

Ronan
Ezel

Kemennadennoł : 1
Enrollet d’an : 09 Oct 2006

Distreiń e-krec’h Aller en bas

Re: pezh zo mad, pezh zo fall

Kemennadenn par Maloł le Mer 28 Fév 2007, 12:12

Salud doc'h !
Ho trugarekaad a ran ewid ar liamm-se ; m'en anave dija ha me a gav geniń ema ur pennad-skrid a-fesson ewid ar brezhoneg.
Aes ew enta kompren penaos e vez divered ar gerioł e brezhoneg. Ar rewlennoł kenniged ase zo aes da zeskiń hag aes da implij : d'un tu, eh eus lostgerioł "reizh" (nend eus ked dober a chańjiń ar gensonenn a zo e penn diwezhań ur ger) ; ha d'an tu all eh eus ar pewar lostger hag a greńva ar gensonenn diwezhań (-hań, -hoc'h, -hed / -had, -ha).
Pa 'm boe disoloed kement-se e tae anad pezh ne 'm boe ked komprened abaoe blezadoł : perag e veze skrivet (e peurunvan) BRAS / BRAZIG ha DOUS / DOUSIG ?

Bet ur wez arall !

Maloł
Ezel

Kemennadennoł : 4
Enrollet d’an : 30 Jan 2007

Distreiń e-krec’h Aller en bas

Re: pezh zo mad, pezh zo fall

Kemennadenn par Gwenael le Ven 02 Mar 2007, 18:12

Ma vefe da cheńch un nebeud traoł er peurunvan e vefe ar re-mań:

-dilezel reolenn Vallée a ra un diforc'h diezhomm etre anv hag anv gwan evit ar gensonenn dibenn: "mat eo" a skrivfed "mad eo" evel ma skriver dija "ar mad".
-implijout ar "w" e-lec'h ar "v" e gerioł evel "glav" , "brav" a c'hellfed skrivań "glaw" ha "braw" neuze.
-chom hep skrivań "c'h" pa vez klevet ur son mouezhiet. Skrivań "da hortoz" pe "eh an" kentoc'h eget "da c'hortoz" ha "ec'h an".

Gouzout a ran eo mui pe vui ar pezh a ra an etrerannyezhel. Ma ne vije ket implijet an etrerannyezhel evit skrivań alies ur gwir trefoedach (ha gwelet ho peus dija troidigezh Mozilla en etrerannyezhel? peotramant traoł embannet e penn kentań ar Wikipedia brezhoneg?) e vefe moarvat ar gwellań reizhad. gwir eo n'on ket bet plijet biskoazh gant an -ss- met a-hend-all e plij din a-walc'h.
A wir galon,
Gwenael


Kemm ziwezhań gant d’an Sam 03 Mar 2007, 20:21; kemmet 1 wech

Gwenael
Merour

Kemennadennoł : 148
Enrollet d’an : 23 Déc 2005
Localisation : Bro-Gernev

Distreiń e-krec’h Aller en bas

Re: pezh zo mad, pezh zo fall

Kemennadenn par Maloł le Sam 03 Mar 2007, 16:29

Salud doc'h

A-du on genoc'h ; hańval geniń e vehe gwell ar chańjamantoł kenniged genoc'h : ar re-se zo diasez an etrerannyezhel. El ma laret-c'hwi iwez, ne blij ked diń ar fesson m'ema implijed an etrerannyezhel e lec'hiennoł zo čl ma oe e Wikipedia n'eo ked pell zo.

bet ur wezh arall.

Maloł
Ezel

Kemennadennoł : 4
Enrollet d’an : 30 Jan 2007

Distreiń e-krec’h Aller en bas

Gwelet ar sujed kent Gwelet ar sujed da-heul Distreiń e-krec’h


Permission de ce forum:

Ne c’hallit ket respont d’ar sujedoł er forum-mań